Deskiñ ha Komz Brezhoneg

logo

Gwastell Yaourt

Aozennoù (evit 5 a 6 den)

Pod Yaourt plaen1

Bleud-gwastilliTeir podad

Sukr poultrDiv podad

Eoul plantUn hanter podad

ViTri vioù

Levur gwastellUn hanter sac'hadig kimiek

HolenUr meudad

Sukr vanilhedUr sac'hadig

Binvioù

Ur meuz gwastell (treuz 18 x 9 cm)

Aozañ

1.   Kemmeskañ en urzh ar sukr hag ar vioù unan-hag-unan ha goude-se ar bleud

2.   Ouzhpennañ al levur, an eoul hag ar meudad holen

3.   Meskañ betek ma vo un toaz unvan.

4.   Adtommañ ar forn e-pad ur 1/4 eurvezh da vihanañ

5.   Lakaat ar plad d'amannenañ kalz.

6.   Poazhañ pemp munut ha tregont war-dro er forn kant pevar-ugent derez